1. – BUHEZSKRID

                                           BUHEZSKRID

 Kentskrid

 Aet da Anaon d’an 20 a viz Here 2011, d’an oad a 101 vloaz, emañ al leon kozh, da virviken, e Gwenva a-gevret gant pennoù uhel hag harozed Breizh hag Europa.Ra ‘vo Gwenn e Ved!

 Tro hon oa bet da lidañ gant fromm ha doujañs e gantvet deiz-ha-bloaz e Kintin, e miz Gouere 2010, e-lec’h em eus gellet gwelout evit ar wezh diwezhañ, « va sturier ha va mestr », etre bannieloù Breizh hag Europa a blije kement dezhañ…ha din!

  Evel m’eo bet skrivet endev gant Rhisiart Tal-e-bot, sekretour meur ar C’hevre Keltiek: « E-tal gweledigezh Yann Fouere o kenglotañ gant c’hoantoù an 21vet kantved, he deus ar Stad C’hall, evelkent, miret ur weledigezh eus an 19vet kantved, a-hed e hir a vuhez, o tennañ da wirioù denel, politikel ha yezhel e-keñver pobl Vreizh » (Dazont Breizh – Avenir de la Bretagne niv. 498).

  Skrivañ a rae c’hoazh Yann Fouere un nebeud bloavezhioù ‘zo, e miz Gouere 2005: « Arabat ankounac’haat tra ebet, ez omp hag e vimp enebourion ar galloud (gall) bepred. Hemañ-diwezhañ na gemm gwezh ebet nemet diwar seblant. N’eo nag eus an tu dehou, nag eus an tu kleiz, na zoken eus ar c’hreiz. Jakobined a bep liv a chomo evidomp enebourion da ziskar. »

  E gwirionez, daoust da zegouezhioù o tennañ d’al lec’hioù ha d’an amzerioù, n’o deus biskoazh kemmet mennozhioù nag oberioù Yann Fouere. Brogarour, ha zoken broadelour, e chomo atav e don e spered hag e galon, en desped d’un habaskter a zo e gwir enklak un efedusted, un oberiusted a-dal da wirionez bolitikel ar mare pe da ziaweladoù a ranker arveziñ war outo verr pe hir dremen. Rak-se, emdroadur diwar-c’horre e emzalc’h hag e ober, a-hed an amzer, n’eo a-benn-ar-fin nemet un doare da dizhout ar pal bet termenet gantañ hag a voe diziouerus evitañ: riegezh Vreizh en Europa gevredel. Nemet enebiezh hag eneberezh dall ar Republik C’hall aheurtet, diogelek ha dichek, enebet start ouzh gwirioù ar pobloù hag ouzh pep adreizhadur reizh ha poellek, ha n’eus nemeti evel-se en Europa ar C’hornôg, o devoe kaset Yann Fouere davet ur stourm krennoc’h.

  Ne oa amañ nemet respont dereat an Emsav d’an euzhglazard jakobinel-se a veze pouezus, ar peurrest o vout nemet…gerioù toull. Brogarantez Vreizh ha kevredelezh Europa a voe bepred, evit Yann Fouere, un dra ken talvoudus, hogen ken nes ivez, hag analat. Ar pezh a vo da seveniñ ingal a vo treuzvevañ ha pareañ diwar gleñved hollvedelour hag hollveliour ar jakobinelezh. Setu…ha netra ken!

  Un hevelebiezh eta hag ur blanedenn a zeleze dezhañ, evit gwir, an anv a bennden, dreist kement distervez a c’hell bout e pep lec’h.

 Adalek krouidigezh P.O.B.L. hag e-pad bloavezhioù hir ha leun em eus bet tro da gejañ ouzh Yann Fouere evel « kenstourmer »,o vezañ ma ne oa ket kouezhet al leon kozh diwar lost ar c’harr, na kennebeut bet ganet d’ar sul da noz, pebezh freskter en e vennozhioù, pebezh youl divrall, dihesk ha dibriz e pep keñver hag a rae eus pep hini eus ar yaouankizoù ma oa ac’hanomp d’ar mare-se, ur bamour dirazañ. Ingal e vire ar rener kozh ar poell bev-se, ar spered lemm-se, ar skiant vat-se buket war an amkan da dizhout hag an doareoù da zont-a-benn d’e seveniñ, hep an disterañ trelat direizh, an alfo diboell a vez o tizhout an nen peurvuiañ. Er c’hontrol-mik un intrudu hag un deltu didouell kad da bouezhañ goustonioù hag ampartiz pep hini ac’hanomp, gouest da vuzuliañ kement skoilh da ziarbenn, leun a spi dilamadus, hag-eñ spiweler ha mennet start. Sed ar pezh den am eus bet tu da genlabourat gantañ. Nag ur chañs evidon! Meuleudi ha bennozh dezhañ!

  Daoust da dudigoù ‘zo, lemm o speredoù kleiz ha lemmusoc’h c’hoazh o zeodoù fall, e chom hag e chomo Yann Fouere, en e vuhez koulz hag en e oberioù, ur Breizhad penn-kil-ha-troad. Ken uhel e bersonnelezh hag e bennadurezh m’en dije bet gallet dont da vout ur Rener-Riez, an hini nemetañ moarvat e Breizh en devoe bet an ampleg, an dalc’h hag an danvez d’ur blanedenn vroadel hag etrevroadel, hag e vije bet dleet fiziañ ennañ neuze, difenn ha galloud deurioù ha madoù Breizh en un Europa oc’h adsevel…ma ne vije ket bet eus bro-C’hall ur Riez klañv-bras diwar he jakobinelezh, ma vije bet diouti ur riez werinel da-vat evel broioù all pe riezoù all ar C’hornôg… pezh n’ez eo e mod ebet.

  Forzh penaos e chomo dimp kentelioù Yann Fouere traoù diziouerus ha peurbadus, troet war-du dazont Breizh hag Europa evit ar remziad nevez o tiwan evit ar Vro.

  Evel ma skriven dezhañ nebeut amzer araok e varv: « Bezit asur eus un dra, daoust d’an holl drubuilhoù ha d’an holl skoilhoù war ho hent, n’ankouazho ket ar remziadoù da zont a vrogarourion hag a gevreadelourion, forzh peseurt lifre a vo war o diskoaz, ho kemennadennoù hag ho kentelioù, na dreist-holl ho skouer. C’hwi a zo bet e-mesk kement stourm evit Breizh en Europa adalek ar bloavezhioù 1930…dalc’het e vo koun eus ho kentel…e koulz hag e kentel. »

  War-lerc’h droukverzh grevus Unvaniezh Europa bet gouzañvet e-doug dilennadegoù Breujoù Europa en nevez-amzer 2014, e bro-C’hall peurgetken, ha gant araokadenn souezhus ar strolladoù diskredeuropa ha zoken enepeuropa, a c’heller eñvel ivez poblelouriezhel pe riezel, eus an tu dehou pe an tu kleiz-pellañ, ez eo dav stadañ c’hwitadenn an huñvre europat bet kroget e dibenn an eil brezel bed ha bet stummet da vare Feuremglev Roma e 1957 hag heñchet a-hed diwezh an 20vet kantved ha deroù an hini da-heul.

  Pobloù Europa bet drastet gant stad an armerzh, ar rustoni, an dilabour, ar vedelezh, ar c’hellidañ, an dilec’hiadegoù, an embroadeg divuzul eus tud a-ziavaes Europa hag enkadennoù geopolitikel ar bloc’hennoù sevenadurezhel, ar pobloù-mañ eta, ne gredont ket mui en Europa-se re bell diouto, re « deknokratel » pe re gellidourel, ha bet gwelet ganto par d’ur gougwask.

  An diskuilhadenn a nac’h ar strolladoù politikel e-karg, pe na c’hellont ket, reiñ dimp, en em gav displeget endeo gant Yann Fouere, e 1978: ne vo eus Europa nemet ma vo ganti ur youl politikel, da lâret eo, ur galloud-erounit boutin bet staliet ez-werinoniezel hervez pennaenn an amsavad hag, ar pep retañ, ne c’hello dont-a-benn da bignat gant ar bazenn bolitikel-se nemet en ur vont e-biou d’ar Stadoù-Broadoù ‘giz bro-C’hall, a harzhont outi dre ret da c’henel da vat. Skrivet eo, lâret ‘ zo bet holl gant Yann Fouere en e levr Europa he c’hant banniel – Arnodadenn a-benn skoazellañ da sevel Europa * Ra vo lennet hag adlennet an oberenn-ziazez-mañ, gant ar-re yaouank dreist-holl, hag e vo komprenet war-un-dro, petore meizour e voe eus Yann Fouere ha peseurt hent a dleer empentiñ a-benn saveteiñ war-un-dro Breizh hag Europa, an teirvet Europa-gevredel-se, hini ar pobloù, hini an 21vet kantved, en devoa an aozer hel lakaet da c’henel ha ma tleo kenelioù Europa dont-a-benn da intent ha da rediañ d’o renerion, anez steuziañ a-ziwar c’hoarilec’h ar bed. Sed aze skod kemmenadurezhel Yann Fouere.

 Ur skod all, par ha kar d’an hini kentañ, a-zivout an dodenn diabarzh, ur ger c’hoazh. N’eus douetañs ebet e chom Yann Fouere eus ar re spiswelañ pa weler, en hevelep bloavezh 2014, pennrener ar Stad-C’hall, kadoriad ar Republik « unan ha disrannus », hag a c’hell e-unan-penn, hep an disterañ kuzuliadeg werinel, da lâret eo gant ar geodedourion o-unan, rannañ, adstummañ pe zistummañ hervez e « bon plaisir », kartenn ar pobloù er Riez C’hall hag evel-just, derc’hel, evel m’o deus graet an holl renerion gall adalek renadur Vichy ha Pétain en e-raok, bro-Naoned er- maez deus Breizh hag ar vro-mañ hep he c’hêrbenn istorel hag armerzhel.

  Me ‘gav din e vefe ober ar brasañ goap pe diskouezh dezho dremm un hollveliegezh an heuzusañ bet steuziet e-lec’h all en Europa, ha klask lakaat ur spered katalanat, skosat, flandrezat, tuskanat, sloveniat pe valtat da intent ar wirionez druezus gall-mañ. Gant ar vezh!

  D’ar gevredelezh europat e tleo-groñs respont ur gevredelezh e-diabarzh d’ar Republik, pe gall pe vreizhat e ve, m’en deus an dazont ur ster c’hoazh.

 War-lerc’h droukverzh grevus Unvaniezh Europa bet gouzañvet e-doug dilennadegoù Breujoù Europa en nevez-amzer 2014, e bro-C’hall peurgetken, ha gant araokadenn souezhus ar strolladoù diskredeuropa ha zoken enepeuropa, a c’heller eñvel ivez poblelouriezhel pe riezel, eus an tu dehou pe an tu kleiz-pellañ, ez eo dav stadañ c’hwitadenn an huñvre europat bet kroget e dibenn an eil brezel bed ha bet stummet da vare Feuremglev Roma e 1957 hag heñchet a-hed diwezh an 20vet kantved ha deroù an hini da-heul.

  Pobloù Europa bet drastet gant stad an armerzh, ar rustoni, an dilabour, ar vedelezh, ar c’hellidañ, an dilec’hiadegoù, an embroadeg divuzul eus tud a-ziavaes Europa hag enkadennoù geopolitikel ar bloc’hennoù sevenadurezhel, ar pobloù-mañ eta, ne gredont ket mui en Europa-se re bell diouto, re « deknokratel » pe re gellidourel, ha bet gwelet ganto par d’ur gougwask.

  An diskuilhadenn a nac’h ar strolladoù politikel e-karg, pe na c’hellont ket, reiñ dimp, en em gav displeget endeo gant Yann Fouere, e 1978: ne vo eus Europa nemet ma vo ganti ur youl politikel, da lâret eo, ur galloud-erounit boutin bet staliet ez-werinoniezel hervez pennaenn an amsavad hag, ar pep retañ, ne c’hello dont-a-benn da bignat gant ar bazenn bolitikel-se nemet en ur vont e-biou d’ar Stadoù-Broadoù ‘giz bro-C’hall, a harzhont outi dre ret da c’henel da vat. Skrivet eo, lâret ‘ zo bet holl gant Yann Fouere en e levr Europa he c’hant banniel – Arnodadenn a-benn skoazellañ da sevel Europa * Ra vo lennet hag adlennet an oberenn-ziazez-mañ, gant ar-re yaouank dreist-holl, hag e vo komprenet war-un-dro, petore meizour e voe eus Yann Fouere ha peseurt hent a dleer empentiñ a-benn saveteiñ war-un-dro Breizh hag Europa, an teirvet Europa-gevredel-se, hini ar pobloù, hini an 21vet kantved, en devoa an aozer hel lakaet da c’henel ha ma tleo kenelioù Europa dont-a-benn da intent ha da rediañ d’o renerion, anez steuziañ a-ziwar c’hoarilec’h ar bed. Sed aze skod kemmenadurezhel Yann Fouere.

 Ur skod all, par ha kar d’an hini kentañ, a-zivout an dodenn diabarzh, ur ger c’hoazh. N’eus douetañs ebet e chom Yann Fouere eus ar re spiswelañ pa weler, en hevelep bloavezh 2014, pennrener ar Stad-C’hall, kadoriad ar Republik « unan ha disrannus », hag a c’hell e-unan-penn, hep an disterañ kuzuliadeg werinel, da lâret eo gant ar geodedourion o-unan, rannañ, adstummañ pe zistummañ hervez e « bon plaisir », kartenn ar pobloù er Riez C’hall hag evel-just, derc’hel, evel m’o deus graet an holl renerion gall adalek renadur Vichy ha Pétain en e-raok, bro-Naoned er- maez deus Breizh hag ar vro-mañ hep he c’hêrbenn istorel hag armerzhel.

  Me ‘gav din e vefe ober ar brasañ goap pe diskouezh dezho dremm un hollveliegezh an heuzusañ bet steuziet e-lec’h all en Europa, ha klask lakaat ur spered katalanat, skosat, flandrezat, tuskanat, sloveniat pe valtat da intent ar wirionez druezus gall-mañ. Gant ar vezh!

  D’ar gevredelezh europat e tleo-groñs respont ur gevredelezh e-diabarzh d’ar Republik, pe gall pe vreizhat e ve, m’en deus an dazont ur ster c’hoazh.


* Yann FOUERE: Europa he c’hant banniel – Arnodadenn a-benn skoazell da sevel Europa / L’Europe aux cent drapeaux – Essai pour servir à la construction de l’Europe – Fondation

 

                                                                                          Yann Duchet

 En istor an Emsav, ez eo Yann Fouere, moarvat, unan  e-touez ar pennadurezhioù heverkañ hag an hini a chomo e oberioù hag e brederioù e-mesk ar re bouezusañ hag ar re badusañ e spered an nen. Eus ar prantad-amzer etre an daou vrezel-bed betek an 21vet kantved, ez eo bet atav e penn an erv er stourm evit Breizh dishual.

 Bloavezhioù e stummadur

 Degouezh an anvidigezhioù en amaezh foran (ar Stad C’hall) a laka e c’hano Yann Fouere – Jean evit ar marilhañ kefridiel – d’ar 26 a viz Gouere 1910 en Aignan e bro-Waskogn. Eil bugel an tiegezh, Jean, e dad, e voe bet ret dezhañ dilezel atant e familh da vont war e studi e Dinan (Aodoù-an-Arvor). Ur wezh hag amaezhiad e-karg an tailhoù, e chom Jean Fouere, e-pad ar prantad brasañ eus e esped, en diavaez eus Breizh. Gounideion (labourerion-zouar) a-orin eus bro-C’halloù, e tolead Dinan, a-berzh tad, Tregeriz a-gozh hag un tamm-mat uheloc’h o renk, a-berzh mamm, ez eo stad e Yann Fouere derc’hel koun eus e ziv wrizienn-mañ e-kreiz douar kozh bro-Arvorig.

 Deuet en-dro, buan-tre, d’ar vro vrezhon, e rann Yann Fouere e vloavezhioù kentañ etre Roazhon, ral a wezh, ha Kallag, kalz muioc’h, war-dro ur vamm-guñv dezhañ, bet ganet e 1838. Diogeliñ a raio ez eo « Kallag moarvat a lakaas evitañ gallus ha diharzus galv » ar vro (1)

  Fiziet en e vamm-gozh, a-berzh e vamm, aet d’ober hec’h anez e Sant-Brieg, e krog ar paotr yaouank gant e studioù eil derez e kêr. Buan-tre, avat, e tle mont da Bariz davet e dud: kargiad eo e dad e maodierniezh al Labourioù Foran dindan veli Yves Le Troquer, un den a Wengamp anezhañ. Eno ez a Yann da studial e lise Montaigne hag e Louis-le-Grand (Loeiz ar Meur) da c’houde, hag e tremen e vachelouriezh er bloavezh 1927 e Clermont-sur-Oise avat, oc’h heuliañ e dad amaezhiad war lec’h e labour, ur wezh ouzhpenn. Er bloavezhioù goude, bet tapet gantañ e vachelouriezh, e tiwan e kreizon ar Fouere yaouank an emskiant vreizhek: koumanantiñ a ra da Vreizh Atav (Breiz Atao, d’ar mare-se), kelaouenn an emsav broadelour breizhat hag e ra e vel eus hanez Breizh.

 Ur wezh ha deuet da Bariz en-dro a-benn heuliañ kentelioù Skol-Veur war ar Gwir ha Skol ar Skiantoù Politikel, ez a Yann Fouere buan-tre e darempred gant emsaverion bro-Bariz. Dilennet eo er mod-se kadoriad Kevredigezh ar Studierion Vreizhat e Pariz (1933-37). Testeniet war ar Gwir, war al Lizhiri ha war ar Skiantoù Politikel, e c’hell neuze tremen kentstrivadeg ar skrivagnerion e Maodierniezh an Diabarzh, m’e kemer perzh ennañ e 1934. D’an oad a 24 vloaz, emren da-neuze, e krou Yann Fouere, a-gevret gant Roperzh Aodig, kevredigezh Ar Brezhoneg er Skol (A.B.E.S.), he fal o vout azgoulenn kelennadurezh ar brezhoneg er skolioù-stad e Breizh-Izel. 346 kumun breizhizelat – an darn vrasañ anezho – un toullad mat a barrezioù a Vreizh-Uhel ivez ha tri diwar bemp a Guzulioù Departamant a roio harp ha skoazell da gentodenn A.B.E.S..

 Grad-vat graet dezhañ evit e gentod, ez eo « bountet », pa lavaran mat, bez-kadoriad an Unvaniezh Rannvroel Breizh – U.R.B.- (1939-45). Kemer a ra perzh e oberiantizioù yaouankizoù an Unvaniezh Kevreadel -U.F.-, nerzhusañ aozadur e-touez re ar Vrezelidi-bet, lakaet tu ar c’hreizig-kleiz, ( pe re  c’hleizig-kreiz, ma kavit gwelloc’h). Hag-eñ kefridier e-touez ar re yaouank en U.F. e kemer Yann Fouere e lod e meur a emvodadeg etrevroadel eus New-York da Vukarest, o tigeriñ evel-se e spered da gudenn ar minorelezhioù broadel. Dont a ra da vout, nebeudig war-lerc’h, rener ha skoazeller pennañ ar gelc’hgelaouenn « Pobloù ha Harzoù », mouezh ar strolladoù emreneler liesseurt.

 A-dal da gresk an arvarioù en Europa, e talc’ho Yann Fouere un emzalc’h na zilezo biken, nac’h ar c’healoniezhoù « eus tu-dehou evel eus tu-kleiz, a gaso bepred o erounezadurioù fetis d’an hevelep disorc’hoù evir ar c’henelioù hep araokadenn ebet evito ». (1)

 E dibenn ar bloavezh 1936 an hini eo e kej Yann Fouere ouzh e zanvez-bried, Marie-Madeleine Mauger, un Dregeriadez yaouank anezhi, e oa bet dleet dezhi, evel meur a hini eus he c’henvroidi, mont da Bariz da gavout labour. E-doug o eured, e penn-kentañ an eil brezel bed, ez eo Marie-Madeleine sekretourez e Ti-Kêr ar 6vet rann. E-barzh maodiernezh an Diabarzh e vleuñv un esped kaer dirak an emsaver breizhat yaouank. Dav eo dezhañ en em rannañ etre e gefridioù liesseurt, hini ar Brezhoneg er Skol o tont da vout an hini bouezusañ. Renerezh « Pobloù ha Harzoù » a zegas dezhañ ar soñj ez eo ret dezhañ krouiñ ur gelaouenn rannvroel galloudus a c’hellfe, hep feukañ ur werin vreizhat feal d’ar galloud gall, kas anezhi da azgoulenn un adsavidigezh eus proviñs Breizh. Siwazh dezhañ e teuio ar brezel da enebiñ ouzh e raktresoù.

 1940-45: French difficulties, Breton opportunities

 Dinac’het diouzh e goñje soudard un nebeud bloavezhioù kent d’ar c’henstourm da gregiñ, n’hell ket Yann Fouere bout enluet hag hennezh a denn splet eus e vezañs e maodierniezh an Diabarzh da skoazellañ broadelourion euskarat da harluiñ, hag int bet kandeet gant bagadoù soudarded Franko o trec’hiñ e su ar Pireneoù. Hon emsaver a zeu neuze da vout sekretour-padus Kevre Mignoned an Euskariz, hag eñ o klak aesaat buhez an divroidi war zouar bro-C’hall. Reiñ a ra tu dreist-holl da Gadoriad Euskadi en harlu, Aguirre, da vont-dont en e frankiz.

 E-doug an drougatred, da heul aloubadeg an Alamaned er mizioù Mae-Mezheven 1940, ez eo dleet d’ar c’hargiad Fouere heuliañ ar gouarnamant. War-lerc’h Royan, e tizh an daou bried kêr b/Pau. Arouarek-mik e-touez ur seblant a vinistrerezh, e tesk Yann Fouere distro ar pennoù dizalc’hour Mordrel ha Debauvais. Ur wezh ha deuet da Roazhon en-dro, e fell dezho tennañ gounid eus an diaesterioù gall a-benn tizhout o fal.

 Tro kala-eost ‘n hini eo, un ehan-klañviad gantañ hag aet skuizh gant stad an traoù, e tilez Pau da neuze d’ober e annez e Roazhon e-lec’h ma kej en-dro gant an darn vrasañ  eus pennoù an Emsav: Olier Mordrel, Zavier Langleiz, Roparz Hemon…dont a ra Yann Fouere da vout ezel eus Kuzul Broadel Breizh a zo e bal kenaoziñ o oberiadennoù d’an emsaverion breizhat. Adkavout a ra neuze Debauvais, Mordrel, an Henaff, an Helloko, R. ar Porzh, Hemon ha Marty. Taer-kenañ eo ar stourm politikel e Breizh, e-pad an nevez-amzer-1940-se; ar pennadurezhioù german, avat, a verz buan-tre, war-un-dro aested dalc’hidigezh bro-C’hall hag, a-benn-ar-fin, levezon dister ar vroadelourion war ar c’hedveno. Diezhomm dezho reiñ harp d’an dizalc’heion vrezhon na da wegañ bro-C’hall…Ne ra ken an Alamaned nemet gouzañv morloc’h ar Vreizhiz.

 Kregiñ a ra Yann Fouere gant ur veaj-studi: e bro-Dreger, lec’h ma kav e dud en-dro, e Brest da c’houde. Prederiañ a ra neuze da zont a-benn da staliañ un emsav rannvroel, a dennfe gounid eus an degouezh dibar en ur rediañ ar Riez-C’hall da empentiñ hent ar gevredelezh, pe da nebeutañ hini ur rannvroelezh nevez.

  E stad a gefridiad dieub diouzh Maodierniezh an Diabarzh o tedennañ prefed Penn-ar-Bed, M. Georges, hennezh a ginig dezhañ sammañ karg isprefed Montroulez. Gwell eo dezhañ en em staliañ, e devezhioù kentañ miz Du 1940, e Montroulez, eget bout rediet da sammañ war e chouk ur gefridi bennak e Vichy. D’ar prantad-amzer-se, dres, en dije degemeret Reun-Erwan Kreston, hennezh stag ouzh rouedad Eneberezh Mirdi Mab-Den, hag a-berzh Yann Fouere, ur c’hounskrid a-zivout ur raktres digreizenniñ e Breizh evit an Nerzhioù Dieub, tro de Gaulle e Londrez. E-keit-se ez a diehan e drempredoù diniver a-benn krouiñ ur gelaouenn a zougfe mennozh ar « proviñsoù », diwar lañs ar raktresoù adsavidigezh ar rannvroioù bet prometaet gant Pétain. Enk-kenañ an hent avat, rak, na Vichy, nag ar pennadurezhioù alaman, na c’houzañvo ur raktres « enep-gall » splann. Etreweladenn Montoire etre Hitler ha Pétain, e miz Here 1940, o tiogeliñ kemm politikerezh ar C’hermaned a-zivout Breizh. O servijoù-kelaouiñ, avat, a chomo hep nac’h krouidigezh ur gazetenn nevez.

 En diskar-amzer 1940, ez a Yann Fouere e darempred diouzh un tu gant Herve Budes a Gwebriant, kadoriad Ofis Kreiz C’hweluniadoù Gounid-Douar, hennezh o vout a-du-krenn gant urzh-nevez Vichy ha diouzh un tu all gant ar c’hreantour Jakez Gwilhamot a Gemper. Ezel-bet an Ober Gall (A.F.), Jakez Gwilhamot a ro e asant da vennad Dispac’h Broadel ar Marichal Pétain. A-du eo gant un emrenerezh bennak evit ar « proviñs » evel m’edo e-doug ar Rouantelezh. Kretaat a ra  Gwebriant da Fouere da seveniñ an difreoù ret e Vichy a-benn aotreiñ embannidigezh ar gazetenn bemdeziek da zont La Bretagne. Ha dreist-holl, e teu an daou zen tre e-barzh kevala ar gelaouenn (2). Rak-se, d’an 22 a viz Genver 1941, ez eo Herve Budes a Gwebriant anvet kadoriad Kengor Broadel Aozadur ar C’hevelerezh Gounid-Douar gant Vichy.

  Nemet e tenn d’e zibenn endev chomadenn e Penn-ar-Bed an isprefed etre-daou: Yann Fouere a ya da gaout ministrerezh an Diabarzh e Pariz e dibenn miz Du. D’ar prantad-se eo e c’houlenn Remon ar Porzh (3) digantañ da zont da vout ezel eus ar C’huzul-Meur kuzh, bet kemmet e genaoz a-benn kenurzhuiañ oberioù an emsaverion liesdoare. Lakaet a-gostez e Pariz, ez azgoulenn an emsaver ur vakted a nac’h e vistri d’e aotreiñ. Aze e teu an troc’h: trenket ar soubenn etrezañ hag ar velestradurezh c’hall e ouestlo Yann Fouere e vuhez da blanedenn Vreizh.

  Kuitaat a ra Pariz e miz C’hwevrer 1941 ha mont a ra davet e wreg e Roazhon. Roet eo lañs d’ur gelaouenn La Bretagne e-barzh burevioù bet lec’hiet e-kichen an Ilz-Veur. Diaraok eo bet an isprefed-bet e darempred gant renerion an Ouest-Eclair a-benn en em glevout kentoc’h eget stourm an eil re ouzh ar re all, pezh a vefe dizeürus. Gwell e vije bet da Yann Fouere en dije Ouest-Eclair « breizhekelaet » e vennozh-stur politikel. Un diskoulm a zo bet kavet memes-tra: La Bretagne a vo moulet e ti-moulerezh an Ouest-Eclair, pemdeziek ar beure, gant ma vo ur pemdeziek an noz anezhi koulskoude ha ma kemero ar skipailh-embregiñ nevez skrivadur an teir sizhuniek lec’hel eus an Ouest-Eclair war e chouk. D’ar Yaou 20 a viz Meurzh, e teu niverenn gentañ La Bretagne a zindan ar wask. Ar folennoù-brudañ kentañ a ra dave d’ur « pemdeziek kelaouiñ ha difenn deurioù Breizh » kement ha d’ur « rannbarzh (proviñs) Breizh bev-buhezek, strujus hag evurus en ur Frañs adnevesaet ». Intantet en deus Yann Fouere ne c’hellfe ket talañ end-eeun ouzh Vichy: c’hoari a ra eta e damm « proviñsialat » ha zoken e dammig « marichalist ». Rener ar gazetenn a zo o c’hoari evel-se gant spontailh an dizalc’hidigezh: « ganet eo ar Vroadelouriezh vreizhat diwar c’hwitadenn an emsav etre. Ul louzoù nemetken: bastañ da arc’hadurioù reizh Breizh ». Da lârout ar wirionez, n’eo ar c’hoariig-mañ nemet ur c’haderezh bet divizet etre habasktaerourion ha dispac’helourion en Emsav. Ne wel diouzh a du Herve ar Boterf nemet  » ur seurt-c’hoari bet rakwelet a-gevret gant R. ar Porzh ha Y. Fouere a-benn lakaat da grediñ en ur meni-ziforc’h a luskadoù, na oa ket diouti e gwirionez, etre an daou zifenner-mennet-se eus un adreizhadur ar velestradurezh e Breizh ».

War-lerc’h tremen verr Gerald de Baecker, hennezh o vont kuit da emezellañ e Bagad an Emouestlidi Gall (L.V.F.) e Pariz, e ra André Rouault war-dro bod-skrivañ ar pemdeziek nevez. Hemañ-diwezhañ o vout bet ezel ar C’hroazioù-Tan an Ao. Koronal de La Roque, ez aio buan e kenstourm gant e rener. E-touez harperion La Bretagne, e vez gwelet anvioù Ronan a Fréminville (pe Jean Merrien), Zavier Langleiz dreist-holl, e-karg eus ar skeudennaouiñ hag eus ur pennad-skrid e brezhoneg, araok dezhañ kemer war e chouk an darn-vrasañ eus an denevelloù arzel ha sevenadurel. Anzav a ra Yann Fouere ez eo un tammig re liesseurt ar skipailhad-skrivañ. Kavet e vez ennañ ivez ur breur da Jakez Gwilhamot, Andrev ha Youenn an Diberder (pe Youenn Didro) a bleustr, gouez da Yann Fouere, d’ober eus La Bretagne ur gelaouenn « nerzhus hag abegus e-keñver ar galloud kreiz ha melestradurioù Vichy ».

  Kuzuliadegoù-skrivadur a vez o ren Yann Fouere a zo pemdeziek da-zigentañ, e Roazhon, kent dont da vout sizhuniek pa vo moulet ar gazetenn e Montroulez. Rak-se adalek miz Ebrel 1942, renerezh ar pemdeziek breizhat a vesk gant hini La Dépêche, anezhi gourvamm an Télégramme de Brest a-hiziv. E diskar-amzer 1941, e teu stad armerzhel La Bretagne da vout diaes hag he c’hevala-diaz a steuz kuit. Ar skodenn bet prometeet d’ar c’helaouennoù a chom o termal evit an hini breizhek…Keloù ‘zo neuze da gemmañ ar pemdeziek-an-noz-mañ d’unan sizhuniek. E miz C’hwevrer 1942, avat, da heul troioù-kamm an Ao. Prefed Ripert, e-sell da c’hounit digant pennadurezhioù ar Propagandastaffel an diframmat eus La Dépêche, ez eo bet  skrapet da vat kevrannoù kevredigezh-embann ar gelaouenn. Perc’henn war lod anezho e oa Victor Le Gorgeu, senedour-maer Brest, en devoa nac’het e vouezh da hollc’halloud Pétain hag, en abeg da-se, a oa bet buan torret eus e garg gant Vichy. E gazetenn a voe ret dezhi, evel da veur a hini all, doujañ da c’houlennoù groñs an dalc’herion: embann a ra, e 1940, pennadoù en alamaneg, splann ster o zitloù evel da skouer: « Gegen England » hag o veuliñ galloud « Europa Nevez ».

 Dirak freustal tebet embregerezh Montroulez, e bennrener Marcel Coudurier, a zo a-du da zegemer kelliderion La Bretagne, Jakez Gwilhamot, Yann ha Jean Fouere hag ivez Erwan a gCambourg, e kevala e gazetenn (ugent dre gant, 20%), met d’ur priz uheloc’h a-galz, gouez da Yann Fouere, eget hini ar marc’had. Evel-se e voe miret ouzh divodañ 120 implijad ar pemdeziek e Montroulez –  hag o c’hasadeg da vro-Alamagn dindan berzh an S.T.O. (Servij al Labour Ret). E-pad devezhioù kentañ miz Ebrel 1942 ez a kuit La Bretagne diouzh ti-moulañ an Ouest-Eclair e Roazhon, d’en em staliañ e-barzh hini La Dépêche e Montroulez. Ar genskoazell kenetrezo, implij paperioù-skrid, eilskridoù pe eilskeudennoù boutin d’an daou bemdeziek a ro tro da vihanaat priz an dispignoù ha da lakaat par o c’hontoù, o c’hellidsteuñvoù. Dont a ra Yann Fouere rener politikel kazetenn Penn-ar-Bed, tra ma vir Marcel Coudurier renerezh war an arc’hant. En diskar-amzer 1943, an daou rener  a zisparti diouzh André Rouault, pennskrivour, hennezh o vout atebeg eus un aergelc’h fall-ouzh-fall. Josef Martray, hag-eñ skrivagnour un nebeud  pennadoù endev, a gemer e bost-labour.

  E-harp un degemer biskoazh anavezet evit an emsav rannvroel (tost da 100 000 skouerenn evit an div gelaouenn), e fell da Yann Fouere lakaat da ziwan ul lusk bras-bras a-du gant rannbarzh e-barzh stern renadur Vichy. Diorren a ra an emsaver kengorioù-lec’h « Mignoned Breizh », kelc’hier kentañ da skignañ e vennozhioù. Ar poellgorioù-se a zifenno ur Raktres nevez a-benn reiñ un Dezvad da Vreizh. Unvaniezh Breizh ent-melestradurel ez estaol ar raktres-mañ, « staliañ ur Vodadeg-Rannvro, enni kuzulierion-kêr, dileuridi an nerzhioù armerzhel, micherel ha speredel Breizh », ha war-un-dro kelennadurezh ar brezhoneg ha hanez Breizh er skolioù. Pezh na glot ket tre gant mennozhioù ar Prefed Rannbarzh Ripert, e Roazhon, hag, en anv ar Riez C’hall, hemañ-ziwezhañ a glask da ziarbenniñ ar youl politikel rannvroel-se. Anzav a ra Yann Fouere bout bet klasket lakaat ar prefed da guitaat ar vro en ur lakaat e zarempredoù a vignoniezh er c’hoari. Jean Quénette, kannad bro-Loren d’ar mare-se, a sammo d’e dro ar garg-mañ e miz Mae 1942 ha dont a raio La Bretagne a-benn da gaout ur yalc’had ouzhpenn a-berzh Vichy a-drugarez d’ hec’h emzalc’h habaskaer er metoù breizhat. Pierre Laval, ur wezh ha deuet d’an aferioù en-dro, a fell dezhañ amplediñ ar rannvroelourion a-dal da vennadoù disrannelour ar P.N.B. (Strollad Broadel Breizh – S.B.B.).

  E aotre e ro gouarnamant Vichy da grouidigezh un organ-prederiañ, Kengor Kuzuliañ Breizh (C.C.B.), m’emañ Yann Fouere e sekretour-meur e-kichen ar prefed-rannvro (1942-44). Kentañ bodadenn ar C.C.B. a vo aozet e Landernev adalek deroù miz Gouere 1942 gant harp Herve Budes a Gwebriant. Ar miz da heul e tegemer Jean Quénette, prefed ar rannbarzh, pennadurezhioù breizhek e Roazhon a-benn « ensellout ouzh mennadoù Breizh hag an doareoù d’o seveniñ ». An Ao. Prefed a ziviz neuze kinnig un arnodenn diret war ar brezhoneg e kenstrivadegoù melestradurel ar rannvro, krouiñ un Ensavadur stummañ ar skolaerion vrezhonegour, lec’hiet e-kichen Ploermael. Adkavet e vez un toullad broadelourion er poellgor-mañ, bet savet d’an 11 a viz Here 1942 gant Prefed ar Rannbarzh. Evel m’eo anat dezhañ diwar e anv, n’eus galloud divizout nag erounit ebet gant ar c’hengor-kuzuliañ ha zoken ma ‘z eus spi da gaout, da veno an 22 ezel anezhañ, e teufe da vout, d’ur poent bennak, ur Vodadeg Rannvro gwirion o tiferiñ war grafoù ar Vro. Anat ez eo dezhañ n’eus nemet « studial, aliañ, abegiñ hag atizañ war dodennoù sevenadurel, yezhel, folklorel… ». Dav eo da Yann Fouere, anezhañ awener ar Poellgor, stourm ouzh ar melestradurioù kreiz liesseurt, hag int kilvers ouzh pep frankizidigezh lec’hel. E miz Genver 1943, e kinnig ar c’hengor ur Raktres Dezvad evit Breizh, da riegezh Vichy. Ar raktres-se a c’houlenn, a-benn-ar-fin, eztaolañ da Vreizh he femp departamant. Nemet n’ez eus bet respont ebet a-berzh pennadurezhioù Vichy ha pedet e voe an Ao. Prefed Quénette da vont da beuriñ en ur park all hep dale.

 War-lerc’h dilestradeg ar Re Gevredidi, e tiviz Yann Fouere hag a rann e amzer etre e di-annez e Roazhon ha renerezh ar c’helouennoù e Montroulez, digarzhañ e ziegezh e Pazieg. E vried, an daou vugel Rozenn ha Jean, en em stalia e sal ar gouelioù er skol.

 E-pad Dieubidigezh Breizh, e tiogel Kengor Kuzuliañ Breizh d’ar pennadurezhioù nevez e chomo vak e-sell adreizhañ ar wazadurezh. Siwazh dezhañ, ar C’hefridier Rannbarzh nevez n’o nemet Victor Le Gordeu. Berzhet ez eo da skignadur an div gazetenn bemdeziek e dibenn miz Mezheven en abeg d’an dizurzh meur ha da ezvezañs ur reizhiad-dasparzhañ bennak. Kouezhañ a ra ar Strollad Broadel Breizh (P.N.B.) en e boull. Teñval an deiz hag an dazont evit an Emsaverion…

Breudad « La Bretagne »

 Victor Le Gorgeu, e derou miz Eost, hag-eñ deuet Kefridier rannbarzh an Dieubidigezh, a laka Yann Fouere da vout harzhet. A-dra-sur, e kas evel-se an dorzh da gêr an hini a gav dezhañ bout atebek eus koll e bemdeziek dezhañ e-unan. D’an 10 a viz Eost 1944, ez eo kaset ar « prizoniad politikel » nevez betek burevioù an archerdi e Roazhon, straed Entraven, ha da c’houde e toull-bac’h Jakez Karter. Dieubet e vo ur bloavezh diwezhatoc’h, da geñver an deiz-mañ, e Kastellin.

  E-dibenn miz Gwengolo 1944, ez eo kaset bac’hidi politikel Jakez Karter war-du bodlec’h Margueritte ‘tal-kichen an toull-bac’h. Eno eo bet bodet an holl brizonidi velestradurel a-orin eus Il-ha-Gwilun hag ur penn-bras bennak bet warnañ an diskred da vout bet kenlabourer an Alamaned. Rak-se ez adkav Yann Fouere, eno, Jakez Gwilhamot hag a Gwebriant ha, war-un-dro ar prefed-rannvro-bet Robert Martin. Meur a emsaver a zeu d’o c’haout goude an hañv 1944. Rener-bet ar c’helaouennoù rannvroelour deiziek a dremen ganto ar goañvezh en e bezh, da wellaat e vrezhoneg, hogen e miz Meurzh 1945, ez eo kaset da Gemper. E kêrbenn Kernev ez adkav Yann Fouere Sturvod ar P.N.B., skourr Penn-ar-Bed, kazi en e bezh: ar Porzh, Herri Kaouissin, Mark ar Berr, Yann ar Beg,…ha zoken un den dianav, Edouard Leclerc e anv, eus Landernev. Nebeudig amzer kent d’ar prosez da zigeriñ, en em gav e kamp-bac’h Pont-ar-Veuzenn, tost da Gastellin. E-doug miz Gouere, e c’houlenn hag e c’hounez un divac’hadenn da c’hortoz.

 Jean-Jacques Mounier, ezel an U.D.B. (Unvaniezh Demokratel Breizh) ha rener ar gazetenn viziek Le Peuple Breton – Pobl Vreizh, en deus ‘n em c’houlennet perak e oa bet rener La Bretagne lakaet a-gostez, e gwirionez, e 1945. Kenlabourerezh ebet eus e berzh, ken par ma oa  e obererezh ouzh re e genvreudeur! Gwell eo dezhañ gwelout amañ rask « ur c’hevezer engalloudus evit an M.R.P. » hag « ur politiker diaezus evit ar strolladoù ha gwask ar c’hwec’hkogn e Breizh ». Yann Fouere a veneg-eñ, en istor ar pemdeziek « La Bretagne » un emglev ha kenwallerezhioù dinatur etre metoù an tu kleiz pellañ, ha dreist-holl ar gomunourion (…) diouzh un tu, ha re an M.R.P. diouzh un tu all, ma sammo o atebeion war o chouk karg ar c’hwenadenn lezennel ». Rak-se, Henri Fréville, e-karg ar c’harzhadur er c’hazetenoù e Breizh e-pad an Dieubidigezh ha maer Roazhon da-zont, en dije rebechet dezhañ da vout bet silet en La Dépêche de Brest ur « rannvroelouriezh politikel diaotreüs » ha da herouezañ un « emrenerezh start ».

 N’eo ket dleet dimp adkemer amañ labour ar varnourion bet kaset da-benn ar bloavezhioù 1945-46, da gentañ, ha 1955 da c’houde. N’eus nemet un hir a studiadenn skolveuriek, dilezet ganti ar savioù-poent boaz a-zivout oberioù Yann Fouere e-doug an Aloubidigezh hag o tennañ d’ar gelaouenn La Bretagne, hag a c’hellfe reiñ un dakennig sklerijenn en afer-mañ. Al labourioù bet renet betek hiziv war ar c’hraf-mañ, n’int bet kaset nemet gant perzhidi pe destoù dihanterad eus ar fedoù: re Yann Fouere ha Youenn an Diberder (pe Youenn Didro) evit an difenn, re Henri Fréville evit an tamall. Diaester ouzhpenn: diwar-benn ar prantad-amzer-mañ evel reoù all, ez eo kablus meur a wezh ar glaskerion da varn an traoù hag an abegoù hep tennañ kont eus ar c’henistor hag eus ar genarroudoù, hag int dibar evelkent, re ar genlabourerezh ha war-un-dro prantad ar c’hwennadur. Diogeliñ a ra Yann Fouere bout bet heuliet hent an dishualded politikel a-dal da Vichy ha d’ar pennadurezhioù german. Anzav a ra e veze dic’hallus pep abegadenn a zo ha kement-mañ evit forzh peseurt embannadur e ve. Koulskoude, o tolpañ war gudennoù Breizh nemetken, e kav dezhañ en deus diwallet a sujañ d’ar galloud. C’hoari gant an ensell a-berzh Vichy pa a-berzh an Alamaned a oa d’ober. Skarzhet en deus diwar bajenn gentañ kemennadennoù pe bennadoù bet rediet gant ar pennadurezhioù ha zoken en deus gallet embann, e-pad ur prantad, kemennadennoù brezel ar re Gevrididi, kent berzh-groñs ar C’hermaned. Ne oa nemetañ, d’an ampoent, o krediñ hen ober.

 Spletus e vefe moarvat adkemer labourioù ar skolveuridi, hag int anavezet evit o meizelezh reizh hag o onestiz-spered. Ha  dav da gentañ-penn sellout ouzh amplegadoù ar c’hwennadur, prantad-istor m’eo termenet ar C’henlabour. Olivier Wieviorka, kelenner en E.N.S. (Skol – Reizh – Uhel) Cachan (L’Histoire, hs n°28 – Juillet 2005), a zeu en-dro d’ar c’hwennadeg-se. « Re strizh evit darn, re laosk evit reoù all, emañ hec’h eñvor o vagañ hiziv-an-deiz c’hoazh, rendaeloù ha tabutoù…Taerder ar vreutadeg-se n’hell, e mod ebet, kuzhat un devoud azas: forzh peseurt gwiriadur o vout o hini, oberourion pe destoù e ve, e chom an holl a-du da lakaat ar c’hwenadeg pe dezvek pe zilezennel, pe reizh pe zireizh e ve, da c’hwitadenn(…) Enklaskoù nevez a lakaa an nen da vont dreist mennozhioù strizh a-wezhioù, kealoniel bepred, a-benn empentiñ hentennoù strujushoc’h.  Atizañ a reont dreist-holl da bouezañ ar maread anoazus-se dre ziaweladoù, pell diouzh pep mennozh politikel re strizh, en deus talvezet betek bremañ, ac’h eztaol an darvoudoù kemplezh evel e tlefent bout. Luziadur o teverañ diouzh liested ar palioù bet lakaet gant an Eneberezh da dalvezout, ha kement-mañ ken abred ha mare an Dalc’herezh ». Keal un eneberezh sanket don enni mennadoù eorizek ha start he feiz er Frañs Unan ha Disrannus a vez splann he meiziad e Kemenn ar 26 a viz Eost 1944 a-zivout an divri broadel. Gouez d’an istorour Peter Novick, e talvez anezhi « evit kement Gall a oa anavezet, hep dezhañ bout bet torret an disterañ lezenn-kastiz evelkent, evel kablus d’un obererezh bet gwelet evel enepvroadel ». Hag evit Olivier Wieviorka, ne gastiz ket al lezenn-se ur felladenn bennak met kentoc’h un temz-spered, o nac’h, evel-se, d’an nen e wirioù keodedel hag ar berc’henniezh war e vadoù.

 En Istor Breizh embannet gant Skol Vreizh ez eo roet da Yann Fouere ur « gartenn rannvroelour war daol ar broviñselouriezh e bro-C’hall ar Marichal » hag a laka da grediñ ez eo renet gant arz ar gadouriezh e oberioù. Michel Denis, diouzh e du,  a zo o tiogelliñ an hevelep mennozh:  » O vout en e askre ken broadelour ha ken strizh e-keñver ar Stad C’hall hag an disrannerion e chom ampart a-walc’h da zegemer un emzalc’h kad da « zastum a-leizh a dud » e-touez pennoù-bras a-du gant ar rannvro ». Gwelout a ra Jacqueline Sainclivier en ober rannvroel un hevelep goulzelouriezh: « ur rannvroelour touet e oa eus Yann Fouere koulz hag ur c’horfuniadour a felle dezhañ gwelout ar riez o vont war-du ur politikerezh gwirion a-fed digreizenniñ ». Flatrañ a ra ar c’hazetenner Georges Cadiou ma veze kavet titloù pe destennoù enepyuzev, ha dreist-holl un emzalc’h enebour-kenañ da U.R.S.S. Stalin ha d’ar stourmerion gomunour pergen, er gelaouenn La Bretagne. Pennad ebet avat n’eo diwar bluenn Yann Fouere, zoken m’emañ asur e atebegezh evel rener an embann. E-lec’h all emañ skod ar breud, evel ma vo gwelet pelloc’h…

 Skolveuriek ebet ken war dodenn an hanez ken war hini ar skiantoù politikel, n’en deus studiet pizh bete-vremañ embannadurioù klok La Bretagne na lakaet war wel en un doare splann ha diarvar un atebegezh resis. Chom a ra, dreist-holl, da seveniñ ur studiadenn sirius o keñveriañ kenetrezo ar c’hazetennoù pemdeziek e Breizh a-benn termeniñ reñveradoù degouezhus a-du gant Vichy pe gant an Alamaned. Dalc’homp-soñj e talveze an ensell, gant an hevelep taerder, evit an holl embannadurioù bet moulet hervez lezenn ar mare.

 An Ao. barner-enklasker Martin en deus bet kaset da benn imbourc’hioù a atebegezh war vareoù disheñvel: adalek miz Meurzh 1941 betek an dieubdigezh, evit a-sell La Bretagne, hogen adalek miz ebrel 1942 nemetken, evit a-sell La Dépêche. Ar pezh a zilez ar prantad-amzer m’edo Le Gorgeu ha Coudurier kenrenerion ar pemdeziek. Gouzout a oar mat Yann Fouere ez eus ur pal resis da gement-mañ. E riskl emañ da goll e holl vadoù a-vremañ – n’eus netra dezhañ – ha da zont. goût a oar mat-tre ivez eo mennet start Le Gorgeu da adlakaat e grabanoù war gevrannoù La Dépêche a zo bet gwerzhet gantañ, ha war-un-dro ez eo Coudurier o klask mestroniañ ar gelaouenn Le Télégramme de Brest, diouzh e anv nevez.

  Rimiet e oa bet gant Yann Fouere e emzifenn o testeniekaat en anv Youenn an Diberder, kazetenner en Dépêche hag er Bretagne, e-pad e brosez dirak Kambr Keodedel Roazhon e dibenn ar bloavezh 1945. Didamallet eo evel Jean Fouere ha Josef Martray e miz Genver 1946. An digablusted-se n’he deus netra da welout gant trugarez ar varnerion, diazezet eo kentoc’h war ar fed ma zidamall war-un-dro kevredigezh-embann Penn-ar-Bed, adtapet gant Le Gorgeu. Rak-se e c’hell Yann Fouere  gortoz dienkrez e varnedigezh. Hogen, un nebeud deizioù kent digoradur e brosez, ez eo azmeraet al lizher-tamall hag ar c’hospoù bet arvezet a c’hell pouneraat dreist-kont. Yann Fouere ne fell ket dezhañ gouzañv an arvar da vout toullbac’het e-pad un hir a brantad-amzer. A-du gant e vreutaer Jean-Louis Bertrand, e tiviz neuze da loc’hañ kuit. Digoradur ar varnedigezh a dle kregiñ d’an 18 a viz C’hwrever 1946. Kemer a ra sekretour-bet ar C’huzul-Aliañ, avat, ar c’hentañ tren a gas da Bariz, d’ar 16 a viz C’hwevrer.

  Pa gouezh kondaonidigezh d’ar galeoù hed e vuhez e 1946, e c’houlenn tad an emsaver digant un uhelad er velestradurezh perak ez eo ken pounner ar c’hastiz e-keñver hini Remont ar Porzh ha n’en deus tapet, eñ, « nemet » ugent vloaz toull-bac’h. Respontet ‘vez dezhañ neuze ez eo dañjerusoc’h a-galz e vab. Sed dres ar pezh a soñj Yann Fouere en ur zinac’hañ dezverk bolitikel-rik ar varnardenn: « tu en devoa roet da siellañ ur meni-varc’hata politikel ha dilennel etre an M.R.P. kristen, ma ‘veze Henri Fréville ha Teitgen an daou leuriad e Roazhon, hag un toullad izilli eus ar strollad kozh radikal-sokialour-jakobinelour ha digristen, ma ‘veze Le Gorgeu, anezhañ kefridier rannvro, ar pennsturier lec’hel ». An deiziad bet dibabet evit ar prosez a c’hell bout estlammus, a-dra-sur: echuiñ a ra daou zevezh kent dibenn amaezh ar gefridierion rannbarzh, diezhomm hiviziken. Nebeudig goude, e vije bet ur varnadurezh all, muioc’h untu moarvat, hag he dije renet prosez rener-bet La Bretagne. Barnet eo neuze, d’an 29 a viz Meurzh 1946, d’ar galeoù e vuhez-pad ha war-un-dro d’an divri broadel, pe mar karer gwell d’an « dizenor a-berzh Stad ».

 Breizh en harlu

 Divizout a ra Yann Fouere bevañ e kuzh bras, dispartiet diouzh e diegezh, o kemm e annezioù-. lec’h ingal dre gorn bro-Bariz. Riez Euskadi en harlu a samm war he chouk e c’hopr evel sekretour Kevre Mignoned Euskariz war anv e bried Marie-Madeleine. E soñj emañ da vont kuit da vro-Euskadi (e Spagn) met dizaliet eo bet gant e zaremprendoù euskarat: e riskl e vefe da gouezhañ etre krabanoù ar pennadurezhioù frankist o waskañ neuze kement emsav a zieubidigezh en Euskadi. Kemer a ra neuze penn an hent davet bro-Gembre a vez anavezet mat gantañ. Da gentañ-penn avat ez eo dav dezhañ kaout ur peuranv nevez kement ha falspaperioù. N’hello ket skorañ e wreg da-geñver ganedigezh e drede bugel, Erwan hag e tesk ar c’heloù-mat-se dre ur pellskrid bet kaset da izili e gerentiezh.

 E Kembre an hini eo e ra Yann Fouere e annez hag eñ  bet deuet ez-kefridiek, an Ao. doktor Moger, dre c’hras da skoazelloù en devoe e-mesk Kengor Keltiek ha Plaid Cymru, strollad broadel Kembre. Krouet ez eus bet ur Welsh Breton Commitee a-benn harpañ ar repuidi breizhat. embann a ra ivez ur gelc’hgelaouenn miziek, ar Breton National News Service.Da zistro-skol-veur 1946, dre c’hras da skoazelloù lec’hel, ez eo anvet da eiler war ar galleg e Skol-Veur Swansea (Abertawy). Eus ar gêr-mañ e c’hell kenskrivañ adarre gant e genseurted a Bariz. Tamm ha tamm e teu harluidi nevez d’e gaout pe ez eont war eeun da Iwerzhon. Dre c’hras da sikour tiegezhioù kembreat e ra Yann Fouere e seizh gwellañ a-benn aesaat chomadenn ret an emsaverion-se o tec’hel kuit. A-hend-all, ar penntudennoù-kembreat-se, an hini eo, hag a ro harp pe a emell e kannadouriezh a ya da Vreizh, etre an 21 a viz Ebrel hag ar c’hentañ a viz Mae 1947, ha hi bet pedet da zont gant kannaddi bro-C’hall a-benn « distrewiñ an treuzintentoù a seblant bout bet diwanet er c’hedveno kembreat a-zivoud Breizh ». Danevell an dileuridi a veneg ez eo « diaes da na zezren m’emañ ar fed nemetañ da vout bet d’an nen un emsaver, e forzh peseurt doare e ve, ez eus amañ abeg a-walc’h  d’e heskinat » ha war a hañval e seblant « direndael he deus ar riez c’hall war zigarez oberioù un nebeud dispac’helourion hag o deus kenlabouret gant ar C’hermaned, klasket divrudañ an Emsav en e bezh. »

 Dre c’hras da skoazell Gwynfor ha Rhiannon Evans, anezho stourmerion gembreat anavezet mat (4) e c’hell tiegezh ar re Fouere en em gavout en-dro holl a-unan, a-benn ar fin, e miz Meurzh 1947. Erberc’h o deus kavet ar vugale hag o mamm e ti ar re Evans tra ma chom an tad en Abertawy a-hed ar sizhun ha ma teu en-dro e-doug an dibenn-sizhun. Siwazh dezhañ, n’hello ket adkavout, goude an hañvezh 1947, e bost e Skol-Veur Abertawy: moustroù a zo bet graet war ar renerez gant kannaddi bro-C’hall. Mont a ra an tiegezh kuit da Llandeilo ma tle ur skolaj kristen digeriñ. Rannañ a ra Yann Fouere e amzer etre skolioù kembreat liesseurt. Padal ur vuhez reizh a zeu en-dro, tamm-ha-tamm, evit an tiegezh bet adsavet. Nemet, e derou 1948, e tegemer an emsaver kozh ar gourc’hemenn da guitaat ar ranndir a-berzh pennadurezhioù Breizh-Veur.

 Ha harlu adarre! Divizout a ra mont da gaout en-dro emsaverion Vreizh bet tec’het e Dulenn. Emañ dienez o c’hortoz rener-bet La Bretagne: eno ez adkav ingal e vignoned e bouilhoñs ar beorion. Dav dezhañ c’hoari da vat e damm Yann e-vil-vicher: kentelioù hiniennel gallek, pennadoù evit kazetennoù, perzh er gelc’hgelaouenn Breton National News Service, …E-doug ur weladenn dre-guzh d’e diegezh, ez eo harzet Yann Fouere hag e tle bout dazbroet davet bro-C’hall. Dre-chañs evitañ, e stourm pennek hag efedus e vignoned a vro-Gembre d’e harpañ: lakaet eo bet en ur vag en hent davet Iwerzhon. Eno, ez eus mall warnañ kontañ e zoare repuad a-benn na adanavezout seurt enkadenn a-nevez.

 Gouere 1948: dont a ra e ziegezh da adkavout Yann, m’en deus ur mignon kozh, Thomas de Bhaldraite e anv, prestet e di e Dulenn evit an hañv. E-touez ar veajourion ez eus an dud kozh Fouere zoken, deuet da adwelout o mab, hag-eñ aet diwar well abaoe tri bloavezh endev. Blaz ar vuhez a zeu d’ar re Fouere en-dro: rannet eo buhez Yann etre e gentelioù gallek, skrivañ pennadoù evit kazetennoù liesseurt, lec’hiañ matezhed yaouank e familhoù ‘zo ha…gwerzhañ e bastezioù tra ma kav Marie-Madeleine un implij evel braventiourez ha ma c’hello moarvat dont da vout diskouezerez evit dibunadennoù-giz. En em staliet eo an tiegezh e Bray hag ar re henañ eus ar vugale a zo bet skoliataet dre hanterouriezh breuriezh Sant-Visant a Baol. Diouzh an diskar-amzer 1949, e ra ar familh e anez en un ti un tamm brasoc’h e Ranelagh, a c’hello evel-se bout feurmet un nebeud kambroù anezhañ da studierion ‘zo. N’ez adkav Yann e diegezh nemet diouzh an dibenn-sizhun; war ar pemdez ez a kuit da gelenn galleg e skolaj Glenstal e-barzh kontelezh Limerick (Luimnach). Berr eo an troc’h-se, avat…

 E-doug an dibenn-hañv-se, ez a e darempred Marcel Samzun, anezhañ kokanier breizhat bet staliet er C’honnemara adalek ar Brezel Meur, gant ar re Fouere. Staliet o deus ar vreudeur Samzun pesklennoù e Cleggan hag e tennont gounid diwar dourioù pinvidik-mor a-fed kresteneged ha kregin hag o gwerzhont war an douar-bras da c’houde. Rannañ a ra an daou vreur o amzer etre Breizh ha Kornôg Iwerzhon ha klask a reont, hag int war o zri-ugent vloaz, un den kenlodek en o c’henwerzh a-benn o eilañ da gentañ, ha kemer o lerc’h pa vo deuet ar c’houlz d’hen ober. Soñjal a ra ar re Samzun e Yann Fouere, neuze.

 Da vare Bask 1950, goude bout gweladennet al lec’h, e ro Yann Fouere e asant d’ar c’hevelouri hag e tilez an tiegezh douster Dulenn evit ur vuhez rust ha kalet er C’honnemara. Ober a ra an daou vried o annez en ur pennti eeun-kenañ… Goude mare ar pesk, e c’hoari an isprefed-bet e damm adeilader a-benn sevel un annezadenn, dezhi da bal aesaat ar vuhez lec’hel daoust d’an diouer a dredaniezh hag a gan-deskarzh. Ne vo nemet diouzh an hañv 1953 m’annezo, ar familh bet brasaet gant donedigezh ur pevare bugel, Benig, en ti nevez. Ur pempet krouadur, Olwen, a c’hano un nebeud bloavezhioù war-lerc’h. An embregerezh genwerzhel, hag a grog war he fouezhig d’ober berzh, a ro tro d’ar re Fouere da c’hoanagiñ un tammig o welout ar chastreoù o pellat tamm-ha-tamm. Kounañ a c’hell an emsaver neuze d’un distro degouezhus e Breizh…

Distro ar re « Vreizh-Atav » (Breiz Atao)

 Da vare Kendalc’h Keltiek 1953, Yann Fouere, hag a vo pell amzer bez-kadoriad ar C’hevre Keltiek, az adkav gant plijadur e genseurted harluet, met dreist-holl e geneiled bet deuet eveltañ eus Breizh, Ronan Huon da skouer, hag ez a e darempred gant Per Lemoine, Per Denez…An emvod difeson-mañ  a ro tu da studial stad ar repuidi hag ez echu war ar youl bet meneget da adsevel un emsav politikel breizhat nevez.

 Bet mouezhiet d’ar 24 a viz Gouere 1953, e tigor ul lezenn a zistaoladek a-zivout ar re varnet d’an divri « broadel » (a-berzh Stad), diaweladoù nevez evit ar Vreizhiz en harlu. Aotre e ro da adwelout ar c’hondaonidigezhioù e-doug prosezioù nevez. Gant ar breutaer Jean-Louis Bertrand e voulc’h Yann Fouere advarn e brosez dirak Lezvarn milourel Pariz e derou 1955. Adkavout a ra neuze sekretour-bet ar C’hengor Kuzuliañ kêr-Bariz, ur gêr en deus bet kuitaet dek vloaz abretoc’h. Josef Martray, Budes a Gwebriant, Jean Quénette ha kenlabourerion gozh Maodierniezh an Diabarzh a zoug tesneni en e geñver. An tamall en deus, diouzh e du, galvet Victor Le Gorgeu ha Marcel Coudurier, na zeu ket, un testeni-mezeg dezhañ. Didamallet a-grenn! War-lerc’h bout bet didamallet diwar   kondaonidigezh dre ezvezañs d’ar galeoù didermen e 1947, e c’houlenn groñs Yann Fouere, dirak Lezvarn Kenwerzh Montroulez, pemp milion a lurioù digoll en eskemm da skraperezh e vadoù. Digollet e vo met nac’het eo ar varnadenn dre c’halv e Roazhon. N’eo ket mont da binvidik e-pad an Aloubidigezh en deus graet, kollet e beadra, ne lâran ket…

  D’an diskar-amzer 1955, ur wezh ha dieubet eus pep barnidigezh pounner, e tistro Yann Fouere da Vreizh. Goude un droiad-ret evit e draoù e Pariz, e c’hell kemer penn hent an distro d’e « vammvro ». An « dro-Vreizh »-mañ a chom moarvat un eil trec’h evitañ, war-lerc’h hini ar prosez eus an nevez-amzer kent. E Roazhon, ez adwel al lodenn vrasañ eus e genstourmerion a gozh e-doug bodadeg-veur Kendalc’h, Per Mokaer o vout e gadoriad da neuze. Daou zen yaouank ezel eus Studierion Yaouank Breizh a ginnig da Yann Fouere neuze reiñ ur brezegenn bet rakwellet evel penn-hent un abadenn bolitikel nevez. An droiad breizhek-se a dremen dre Sant-Luner m’emañ e dud o vevañ eno, Brest, Kemper ha Naoned. Liesaat a ra an darempredoù gant ar re a vezo luskerion gentañ emsav politikel Breizh da zont.

 E miz Mae 1956 ‘n hini eo, e Roazhon, e tegouezho kuzuliadeg gentañ aozet gant ar J.E.B. (Studierion Yaouank Breizh). An emgav kentañ-mañ a voulc’h gant un amzervezh a brezegennoù diwar-benn stad Breizh, bet roet e Pariz ha Kemperle. Skoazellet en e vennozh da lakaat da ziwan ha da ziorren un eztaol politikel nevez e Breizh, e labour-eñ, a-unan gant emsaverion all, d’ur Raktres Urzhiañ Breizh. Ar stumm kentañ az adkemer krafioù brasañ ar Raktres dezvad evit Breizh bet kinniget endev e 1942. An destenn ziwezhañ a zo aozet da vat e ti Yann Poupinot diwar alioù Josef Martray, Pier Laorañs, Yvonig Gicquel, Per Lemoine ha Jean Kergrenn (5). An RDB/POB a zo bet embannet buan ha kinniget da vout sinet e stumm ur skrid-goulenn. Kerreizh ha kempouezhet mat eo ar raktres-mañ: da bal dezhañ kaout « ur c’hannaderezh daeliadek rannvroel e karg d’ober war-dro aferioù ar Vro ». Ar c’halvoù kentañ a ro aotre da sevel poellgorioù lec’hel e-karg da aozañ ganedigezh an emsav breizhat.

 Gant meur a viliad sinerion, e ro lusk, herouezerion ar POB, d’an 11 aviz Du 1957 en Oriant, d’ar M.O.B. (Emsav Aozañ Breizh) ha d’e gazetenn Avenir de la Bretagne (Dazont Breizh). Dont  a ra ar gelaouenn-mañ da heul Ar Vro / Jeune Bretagne, bet diazezet gant Per Lemoine a zegas gantañ e goumananterion hag e fichenaoueg. Difenn diorroadur arboellel, armerzhel ha kevredigezhel al ledenez ez eo e bal, gant ur saviad kevredelour. Reiñ a roio M.O.B. an tu d’an arc’hadur breizhek da zont adarre war c’horre er vuhez foran. Hogen, gant ar brasañ evezhiegezh, ez eo lec’hiet M.O.B. e sternad labour ar C.E.L.I.B.: goulenn a ra muzulioù politikel ha melestradurel ma vefe savet labour ar C’hengor en aner heptañ (6). Lammet eo bet a-berzh e grouerion kement a c’hellfe e lakaat e riskl da vout kondaonet araok e c’hanedigezh: rak-se, ar raktres rannvroelour-se na lez nemet ul lec’hig dister d’an emrenerezh. Rener ar gelaouenn L’Avenir de la Bretagne / Dazont Breizh, ez enlouc’h Yann Fouere ur siell padus en emsav breizhek. E-kichen ur vro-Vreizh digabestr he flanedenn, e tifenn ivez mennozh un Europa werinel ha kevredel, o toujañ d’he minorelezhioù broadel. En hevelep doare, ez erbed en e levr L’Europe aux cent drapeaux / Europa  he c’hant banniel aozañ  Europa war ur sichenn gevredadel gant « rann »-vroioù atebek, en o oad gour. Yann Fouere en deus awenet don ar meno kevredadelour europaat.

 E dibenn ar bloavezhioù 1960, ez eo tizhet Breizh gant mestaolioù an F.L.B. (Talbenn Dieubiñ Breizh). Niverus an titouroù a ziskouez un ereadur etre an F.L.B.-A.R.B. (7) hag an emsav politikel breizhek hengounel. Damanavezet e vez e bennadurezioù ‘zo, evel Yann Fouere, dezhañ ur youl a-boan guzhet da c’hweshañ tan ‘barzh arc’hadurioù Breizh, oc’h ober gant ur gwall-nerzh kuzh.

  Rak-se ez eo taolet ingal war Yann Fouere an disfiz da vout kemeret perzh e pleustradegoù an emsav kuzh F.L.B. . Toullbac’het ez eo bet adalek miz Here 1975 betek C’hwevrer 1976 da-geñver ur skarzherezh-polis ledan a-enep an F.L.B.. E 1977, ez embann Yann Fouere e levr En toullbac’h evit an FLB – En prison pour le FLB a zanevell doareoù e harzadenn hag e vac’hadenn, ouzhpenn tri mizvezh pad e toull La Santé – Ar Yec’hed . M’en deus ar penn-stourmer broadelour emezellet da vat da Guzul Meur ar c’hentañ F.L.B. (1966-1969), n’en deus mui atebegezh ebet goude distaoladeg ar bloavezh 1969 ha donedigezh an F.L.B. nevez, avat. Koulskoude, e1975, ez eo harzet  en aerborzh Sant-Brieg gant an archerion a ziskoacho, en e di-annez e kêrbenn an eskopti kozh, taranelloù ha teuliadoù liesseurt o sellout ouzh an emsav kuzh. D’en em zifenn e resisa Yann Fouere e vez umplijet tarzherioù ingal evit e embregerezh varc’hadour-pesked e bro-Iwerzhon, hag e oa foranet a-bell amzer an teuliadoù bet kavet en e ranndi. Harzidigezh Yann Fouere a c’hell souezhiñ an nen. Daoust hag-eñ ez eus diskredoù gwirion war e zivoud? Daoust hag-eñ ez eus keloù amañ da gas ragarouezioù kreñv d’an Emsav ha d’an danvez-stourmerion-kuzh? Pe c’hoazh d’ur c’hozh-taol-arnod a-benn divrudañ al luskad-kuzh en ur hejañ, en un doare diampart, teuz ur genlabourerezh-tebet? Yann Fouere eñ, daoust da sizhunvezhioù hir a vac’hidigezh, a c’hounid e gemenn-didamall en afer-se.

  Kefridi Yann Fouere a zo anataet da-geñver tostidigezh etre stourmerion an F.L.B.. Reiñ a ra tro (pe aotre?) d’un nebeud kadourion dianket da vont da gaout peurrest ar rouedad e 1977. Evel-se, an emgav kentañ etre stourmerion en deus gallet c’hoarvezout war vaezioù Evran (Aodoù-an-Arvor) e-tal da atant e gerent, ar re Fouere, ha daoust da evezh hollbadus an archerion. Er bloavezh 1978, ar barner-enklasker e-kichen Lez-Surentez ar Stad a gemenn un urzh-herzel a-enep ar stourmer broadelour diwar an abeg m’emañ e « Kenseurtiezh drougoberourion, felladenn e darempred gant un embregadeg e-sell da lakaat un aotrouniezh enep-lezenn e-lec’h da hini ar Riez ». Diskred warnañ da vout enhenter bezennoù an F.L.B., e chom neuze Yann Fouere dreist maner, war e zirioù en Iwerzhon. Ar bloaz war-lerc’h, goude mestaol brudet an F.L.B. a-enep kenkiz an Ao. komiser Le Taillanter, penn an S.R.P.J.*, Yann Fouere, ‘n hini eo, a ro tu d’an emsaverion yaouank d’en em staliañ e bro-Iwerzhon.

  War-lerc’h steuzidigezh ar M.O.B., ez ambroug kazetenn miziek Yann Fouere emgannoù an Talbenn Breizhek – Front Breton (1968), re Sav Breizh (1969), hag az adkemer e lañs gant krouidigezh S.A.V. **, hêr eeun ar M.O.B. en defe dalc’het kont eus emdroadur ar gevredadouriezh hag an arboellerezh e Breizh. Gant c’hwitadenn S.A.V. en dilennadegoù-dezvañ e 1973, ez a war vihanaat a-galz niver lennerion ha skrivagnerion ar gazetenn. Ouzhpenn da-se, n’eo ket ankounac’haet ar gelaouenn er gwaskadur a-enep an F.L.B…. Gourdrouzioù-berz, laeroñsioù diniver, tangwalloù torfedus ar sezva, a zeuio a-benn da zalc’husted an emsaverion a ra ingal war-dro enbannidigezh viziek an  Avenir de la Bretagne.

 Meur a daol-arnod da adkrouiñ chemet ar M.O.B. a ra tro-wenn ha dav e vo gortoz distaoladeg 1981 evit gwelout o tont an emsaverion a vo hengehentet ganto ar Strollad evit Aozañ Breizh Dieub – Parti pour l’Orrganisation d’une Bretagne Libre (P.O.B.L. a dalvez ivez « peuple »). Adsavet adalek miz Genver 1980, e teu ar c’helc’hgelaouenn L’avenir de la Bretagne- Dazont Breizh un nebeud mizioù a-raok diwanidigezh ar Strollad e-unan, hennezh o vout bet krouet e derou 1982. Al luskad nevez, hag a oa bet roet dezhañ an anv S.A.V. da gentañ, a gemer en-dro ar mennozh kevredadelour ha broadelour breizhek bet difennet gant Yann Fouere, o lec’hiañ anezhañ hiviziken en ur savboent armerzhel frankizour o nac’hañ war-un-dro an diskanterezh tu dehou – tu kleiz a-benn kavout kalz gwelloc’h tachenn an dieubidigezh vroadel peurgetket. « Na ruz, na gwenn, Breizhad hepken », pa lavarin mat.

  Kregiñ a ra P.O.B.L. da skorañ kement arnodenn a-du gant dilennadenn ur Poellgor Rannvro en ur vouezhiañ hollek pe gant adunvanidigezh Breizh. Strollad emrennelour, broadelour ha kevredadelour europaat, mennet don, ez adkemer P.O.B.L., anat eo, damkaniezhoù « Europa he c’hant banniel » gant Yann Fouere, kadoriad a-enor ar strollad. Anavezout a ra ar gostezenn, e derou ar bloavezhioù 90, ur prantad amzer damhegelek gant meur a gantad ezel (daou pe dri c’hant), bet rannet etre seizh kevrenn. Kemer a ra P.O.B.L. perzh er mouezhiadegoù rannvro e 1986 (e-unan-penn hag en Il-ha-Gwilun nemetken) hag e 1992 (listenn a unvaniezh an Emsav war ar pemp departamant: Pobl Vreizh, ur Bobl en Europa / Peuple Breton, Peuple d’Europe***). Neoazh, en abeg d’he lec’hiad politikel pe da oad hec’h emsaverion, ne zeu ket a-benn da grouiñ ul lusk nerzhek a-walc’h: he lod hag he zregantadoù dilennel a zo izel a-walc’h, he c’hemennadurezh a chom a-boan klevet gant ar Vreizhiz… Er bloavezh 2005, war-lerc’h ur c’hard kantved bezañs, ez a P.O.B.L. da vorediñ, o kengreizañ hec’h ober war embann an Avenir. En e gazetenn viziek an hini eo c’hoazh, e tifenn Yann Fouere e arguzennoù a-du gant Breizh dishual e framm ur gevredadelezh evit rannvroioù Europa.

                                                           (Troidigezh gant Yann Duchet)

 

(1) – Mammvro berzet – La Patrie interdite. ed. France Empire, 1987. Ademb. Celtics Chadenn, 2001.

(2) – Savet en deus Georges Cadiou roll an dud kenlodek pe skoazellerion all eus La Bretagne: Bahin-Rault eus Kambr Kenverzh Roazhon, Château, maer Roazhon, Roger Crand, senedour ar Morbihan, Montfort, kannad-maer Skaer, Chrétien, maer Sant-Brieg, Kergariou, senedour-maer Lannuon,…s.o. levrlennadurezh.

(3) – Raymond Delaporte / Remon ar Porzh, penntudenn kerreizh ar P.N.B. (Strollad Broadel Breizh), bet bountet e 1940 e penn ar Strollad e-lec’h da Olier Mordrel ha Frañsez Debauvais.

(4) – Pennrener an emsav broadel kembreat, ez eo Gwynfor Evans ur stourmer eus Playd Cymru adal an derou.

(5) – War P.O.B., M.O.B., lenn « Le retour du mouvement breton après 1945 / Distro an Emsav goude 1945 », Lionel Henry, Yoran Embanner, 2003.

(6) – C.E.L.I.B. – Kengor Studi ha Kevredadur/Frammadur Deur Breizh, bet krouet e 1950, a zo anezhañ ul luskad dilennidi evit difenn deurioù armerzhel Breizh.

(7) – F.L.B.-A.R.B.: Front de Libération de la Bretagne – Armée Républicaine Bretonne – Armée Révolutionnaire Bretonne / Talbenn Dieubiñ Breizh – Lu Republikan Breizhek (kent 1969) – Lu Dispac’hel Breizhek (goude 1969).

 

* Services Régionaux de Police Judiciaire / Servijoù Rannbarzh Polis Lezvarnel

** Strollad Ar Vro / Parti du Pays; SAV=Debout

*** Ma oa bet an troer eus ar pennad-skrid-mañ, Y.D., e penn al lisrennad P.B.-P.E. en Il-ha-Gwilun en an P.O.B.L., ha ma oa bet kadoriad eus ar strollad-se ivez, eus 1992 da 1995.

 

Troidigezh diskleriadurioù (dindan al luc’hskeudennoù)

 pajenn 15: – Yann Fouere en e vurev er maodierndi e 1935.

                  – Yann Fouere (tu dehou-uhel) gant Korollerien Breizh-Izel e Kompiegn er bloavezh 1929.

                   – Yann Fouere (trodrez-kreiz) e-pad e goñje e Kompiegn e miz Mae 1932.

 pajenn 16: – Marie-Madeleine ha Yann Fouere e 1942.

 pajenn 29: – Wernellyn, bro-Gembre, e 1947.

                  – Yann Fouere hag an tiegezh Ewans.

                      Rhiannon o vout an eil tudenn, tu kleiz-uhel,

                      Gwynfor ar pedervet tudenn tu kleiz-uhel

                      ha Yann Fouere o vout tu dehou-uhel.

 pajenn 32: – Kendalc’h diazezer ar M.O.B. en Oriant, miz Du 1957.

 pajenn 33: Poellgor-ren ar M.O.B. e Pondivi e1963.

 pajenn 35: Kengor S.A.V. e Mur-Breizh, 1975.

 pajenn 36: Yann Fouere asambles gant e vab Jean dirak ti Cleggan en Iwerzhon.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Pour nous aider a combatre le spam merci de compléter le calcul suivant * Le temps imparti est dépassé. Merci de recharger le CAPTCHA.